Sequani

Ar Sequani, pe Sequaned[1], pe Sekwaned hervez ar peurunvan, a oa ur bobl cāhalian diazezet e traoƱiennoù ar stĆŖrioù Arar (SaĆ“ne) ha Doubs. KrediƱ a ra lod e oa *Sequana anv kozh an Arar, ar memes anv evel anv kozh ar stĆŖr Saena.
Rannet e oant diouzh an Helveti gant ar menezioù JuraĀ ; er gwalarn dezho e oa al LingonesĀ ; er cāhornĆ“g dezho e oa annezet an Aedui, en tu all dāar SaĆ“ne. Hervez Caesar en em astenne o bro betek ar stĆŖr Roen en hanternoz. Vesontio (BesanƧon hiziv) e oa o cāhĆŖr-benn.
A-raok da Julius Caesar stagaƱ gant Brezel Galia, e oa kevredet ar Sequani gant an Arverni a-enep an Aedui. En o brezel a-enep an Aedui, e cāhoulennjont harp digant ar Sueved, renet gant ar penn german Ariovistus[2]. TreuziƱ ar Roen a reas arme Ariovistus da zont dāo sikour e -71 ha trecāhet e voe an Aedui. Rankout a reas ar Sequani avat lezel un tamm eus o bro, en hanternoz, gant ar Sueved. Gervel a rejont Caesar war o sikour. Gant an armeoù roman e voe argaset ar Cāhermaned kuit e -58 hogen rediet e voe ar Sequani da rentaƱ o galloud dāan Aedui. Kement e voe hegazet ar Sequani gant an dra-se ma savjont a-du gant emsavadeg Verkingetorix e -52. Kemer a rejont perzh en emgann Alesia[3] hag e drouziwezh ar pobloù galian.

Bro ar Sequani a voe lakaet e proviƱs Gallia Belgica da gentaƱ hag e Germania Superior da cāhoude. War-lerc'h e teuas, gant douaroù amezek, da vezaƱ ur broviƱs roman anvet Sequania pe Maxima Sequanorum. Taget hag aloubet e voe Sequania diwezhatoc'h gant pobloù german evel ar Vandaled hag ar Vurgonded ha dont a reas da vezaƱ ul lodenn eus Rouantelezh Bourgogn.
Notennoù
[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]- ā Notennou diwar-benn ar Gelted koz, p. 194, p. 225
- ā Julius Caesar, De bello gallico, levrenn VI, 12
- ā Julius Caesar, De bello gallico, levrenn VII, 75.