Riedoned

Ar Redones pe Riedones (hervez al latin)[1] pe RĆŖdoned[2] pe Riedoned[3] a oa unan eus ar pobloù galian diazezet e kornĆ“g Gallia Lugdunensis, er vro zo tro-dro da Roazhon bremaƱ. Condate (deuet da vezaƱ Roazhon hiziv) e oa o cāhĆŖr-benn. En-dro dezho e oa ar pobloù-mañ :
- Koriosolited er c'hornƓg
- Namneted er cāhreisteiz
- Aulerci er reter
- Abrincatui er biz
Goude ober brezel e Gallia Belgica (57 kent JK), Julius Caesar a gasas ul lejion da Arvorig, annezet gant ar Weneted, ar Redones, ha pobloù all cāhoazh diazezet etre ar stĆŖrioù Seine ha Liger. Meneget eo ar Redones gant Caesar e-touez ar pobloù a oa o vevaƱ en Arvorig, en arvor ar Mor Atlantel[4]. SoublaƱ a rejont holl dirak Publius Licinius Crassus e-pad an haƱv[5]. Un nebeud mizioù war-lercāh avat e savjont a-du gant emsavadeg ar Weneted, asambles gant meur a bobl all eus Arvorig, met trecāh e voe ar Romaned. Pemp bloaz war-lercāh, e 52 kent JK, e voe kaset soudarded gant ar Redones da dagaƱ armeoù Caesar en Emgann Alesia.
O anv
[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]Dont a ra o anv eus ar wrizienn geltiek *reid- (« mont gant ur cāharrĀ Ā»), gant ul lostger -on-[6]. Talvezout a rae o anv eta kement ha « bleinerien girriĀ Ā».
Notennoù
[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]- ā Anne-Marie Rouanet-Lisenfelt, AndrĆ© Chastagnol, Patrick Galliou, LoĆÆc LangouĆ«t & Pascal Aumasson, La civilisation des Riedones, Brest, stagadenn da « ArchĆ©ologie en Bretagne » », 1980, avertissement RIEDONES ou REDONES, Anne-Marie Rouanet-Lisenfelt, p.5.
- ā Notennou diwar-benn ar Gelted koz, p. 220
- ā Louis Elegoet, Istor Breizh, TES, p. 20
- ā Julius Caesar, Commentarii de Bello Gallico, levrenn VII, 75)
- ā Julius Caesar, Commentarii de Bello Gallico, levrenn II, 34
- ā Pierre-Yves Lambert, La langue gauloise, Errance, p. 34