Mont d’an endalc’had

Segusiavi

Eus Wikipedia
Pobloù Galia
Ar vro annezet gant ar Segusiavi, marteze

Ar Segusiavi (Σεγοσιανοί pe Ī£ĪµĪ³ĪæĻ…ĻƒĪ¹Ī±Ī½ĪæĪÆ en henc’hresianeg, Segusiavi e latin) a oa ur bobl c'halian diazezet er c’hornĆ“g da Lugdunum (Lyon bremaƱ), war un dachenn a zo aet d’ober departamantoù Loire ha RhĆ“ne.

N’anavezer ket mat harzoù ar vro annezet ganto, dreist-holl en hanternoz, met diwar ar pezh a lenner e skridoù Julius Caesar hag an douaroniour Klaudios Ptolemaios e c’haller lavaret e oant war harzoù ar Provincia roman, gant ar pobloù-maƱ en-dro dezhoĀ : Aedui en hanternoz, Ambarri er biz, Allobroges er reter, Vellavi er c’hreisteiz hag Arverni er c’hornĆ“g. Goude aloubadeg ar Romaned e oa o c’hĆŖr-benn e Forum Segusianorum (kĆŖr Feurs bremaƱ)[1].

Julius Caesar, e-barzh De Bello Gallico, a ra anv eus ar Segusiavi evel ar bobl gentaƱ a oa bet kavet gantaƱ p’en doa kuitaet bro an Allobroged[2].

E 52 a-raok J.K. e voent galvet gant Verkingetorix da sevel un arme, asambles gant an Aedui, da dagaƱ an Allobroges hag a oa savet a-du gant ar Romaned[3]. Goude se e voent galvet ivez da gas soudarded da sikour Verkingetorix e seziz Alesia. Met e-keit-se e c’halle Julius Caesar treuziƱ o bro gant e armeoù hep diaester ebet. War a seblant n’o devoe ket darempred fall gant ar RomanedĀ : goude an aloubadeg ne voe mui emgann ebet, na gant an eil tu na gant egile.

  1. ↑ P. Valette in M.-O. Lavendhomme, Ā«Guide archĆ©ologique de la GauleĀ : La LoireĀ», p.40, p.42
  2. ↑ J. Caesar, De Bello Gallico, 1, 10. « Inde in Allobrogum fines, ab Allobrogibus in Segusiavos exercitum ducit. Hi sunt extra provinciam trans Rhodanum primi.Ā Ā» « Alese e kasas e arme da vro an Allobroges hag eus an Allobroges d’ar Segusiavi. Ar bobl gentaƱ eo a gaver e-maez ar Provincia, dreist d’ar RonĀ Ā»
  3. ↑ De Bello Gallico, VII, 64, 4