Bellovaci

Ar v-Bellovaci[1], pe Bellovaked[2], a oa ur bobl cāhalian a oa o chom e Gallia Belgica. Ur bobl vras e oaĀ : hervez Julius Caesar e oant an hini gentaƱ e-touez ar v-Belgae[3].
En-dro dezho e oa ar pobloù-mañ : Parisii ha Veliocasses er cāhreisteiz, Kaleted er cāhornĆ“g, Ambiani en hanternoz, ha Silvanectes ha Suessiones er reter[4]. Etre ar stĆŖrioù Somme ha Saena edont o chom, er pezh a zo bremaƱ departamant Oise. Diwar o anv e teu hini Beauvais, kĆŖr-benn an tolead, hag a oa anvet Caesaromagus da vare ar Romaned a-raok mont da vezaƱ Bellovacis, diwar anv ar bobl, e dibenn an Impalaeriezh Roman.
Da vare aloubadeg Caesar, e 57 kent J.K., e oant kevreet gant pobloù all Belgica da stourm a-enep an armeoù roman. Rankout a rejont kodianañ avat[5]. Evit en em veuliñ e-unan e lavaras Julius Caesar e oant « ar bobl galonekañ e-touez ar v-Belgae ».
E 52 kent J.K. e nacāhjont, da gentaƱ, mont da reiƱ skoazell da armeoù Verkingetorix. A-benn ar fin e asantjont kas 2000 brezelour, war cāhoulenn Commios, penn an Atrebates.
Unan eus pennoù ar v-Bellovaci, Korreos, a renas un emsavadeg all eus pobloù Belgica e 51 kent J.K., gant brezelourien Ambiani, Atrebates, Kaleted, Veliocasses hag Aulerci (ar re-se ne oant ket Belgae, en tu all dāar Saena e oant o vevaƱ). Kelcāhiet e voe ar vrezelourien Bellovaci gant ar Romaned, e bro ar Suessiones. Dont a rejont a-benn da decāhout kuit, gant ar Romaned war o lercāh avat. Faezhet e voent en un emgann diwezhaƱ ha lazhet e voe Korreos. Neuze e paouezas ar brezel. Tammoù emsavadegoù all a voe er bloavezhioù war-lercāh.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]- ā hervez al latin
- ā Notennou diwar-benn ar Gelted koz, p. 43
- ā Julius Caesar, "De Bello Gallico", II:5
- ā Julius Caesar, "De Bello Gallico", II:6
- ā Julius Caesar, "De Bello Gallico", II:13