Carnutes

Ar g-Carnutes (hervez al latin), pe Karnuted[1] a oa unan eus pobloù galloudus Galia, diazezet etre ar stêrioù Sequana (Seine) ha Liger.
Gant douaroniourien an Henamzer e kaver meneg eus o cāhĆŖrioù brasaƱ evel Autricum[2] (Chartres bremaƱ) ha Cenabum[3] (OrleaƱs bremaƱ). En-dro dezho e oa annezet ar Vituriged er cāhreisteiz hag ar Senones er reter.
Bro ar Garnuted he doa brud, e-touez ar Romaned, da vezaƱ kreizenn relijiel ar pobloù galian. E skridoù Julius Caesar e lenner en em vode drouized ar Cāhalianed eno, ur wech ar bloaz.
Er goaƱvezh 58ā57 kent JK e klaskas Julius Caesar astenn e cāhalloud war ar Garnuted, dre ober emglev gant o roue Tasgetios. Un nebeud bloavezhioù diwezhatocāh e voe muntret Tasgetios gant ar Garnuted a oa en em savet ouzh ar Romaned. Kemer a rejont perzh en emsavadeg vras ar pobloù galian, renet gant Verkingetorix. Cāhwezhet e voe an tan e Cenabum gant ar Romaned ha lazhet ar wazed a oa o chom eno tra ma oa gwerzhet ar maouezed hag ar vugale da sklaved. Gouest e voe ar Garnuted da gas 12Ā 000 soudard da emgann Alesia, met rankout a rejont kodianaƱ, gant ar peurrest eus arme ar C'halianed.
Diwezhatocāh e teuas pobl ar Garnuted, dindan ren an impalaer Aogust, da vezaƱ civitas soda pe foederati (pobl gevredet), gant o ensavadurioù hag o moneiz dezho. Autricum (Chartres) e oa o cāhĆŖr-benn, betek an IIIe kantved, met e 275 e voe adsavet Cenabum gant an impalaer Aorelian ha dont a reas da vezaƱ anavezet evel Aurelianum pe Aurelianensis urbs (aet da "OrleaƱs" goude).
Notennoù
[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]- ā Notennou diwar-benn ar Gelted koz, pp. 101-102
- ā į¼ĻĻĻικον, e Douaroniezh Klaudios Ptolemaios, II, 1
- ā Īήναβον, e Douaroniezh Strabon, V, 2, 3