Ambiani


An Ambianed, pe Ambiani e latin, a oa ur bobl hag a oa o vevaƱ e hanternoz Galia.
En em astenn a rae o bro e traoƱienn ar stĆŖr Samara (Somme hiziv)Ā ; ha Samarobriva (pont war ar Samara) e oa o cāhĆŖr-benn, anvet diwezhatocāh Ambiani ha Civitas Ambianensium, un anv hag a zo aet da Amiens goude-se.
Talvezout a rae an anv Ambiani kement hag āar re a oa en daou duā (dāar stĆŖr)[1]. En-dro dezho e oa ar Morini, an Atrebates, ar v-Bellovaci hag ar Galeted.
Barrek e oant war ar skeiƱ moneiz ha pezhioù aour skoet ganto zo bet adkavet e meur a lecāh annezet gant pobloù Belgia, betek bro Belgae Enez Vreizh.
E-barzh De Bello Gallico e lenner e oa bet kaset 10 000 den armet gant an Ambiani da gemer perzh e stourm pobloù Gallia Belgica a-enep an alouberien roman e 57 kent J.K.. Met kodianañ a rejont gant ar Romaned, asambles gant o amezeien, ar Vellovaked[2].
5 000 eus o soudarded a yeas da stourm a-du gant Verkingetorix en Emgann Alesia e 52 kent J.K.. En em sevel a rejont adarre ouzh ar Romaned, a-gevret gant Bellovaci ha pobloù all eus Belgica, renet gant Korreos, e 51 kent J.K..
Liamm diavaez
[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]
Notennoù
[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]- ā Ugo Janssens, Ces Belges, « les Plus BravesĀ Ā», Histoire de la Belgique gauloise, 2007, Racine, p. 46.
- ā Julius Caesar, De Bello Gallico I:4.