laezh
Neuz
Brezhoneg

- Amprestet digant al latin lactem.[1]
- Testeniekaet en henvrezhoneg laed, 1050.
- Meneget er C'hatolikon (laez).
- Da geñveriañ gant an amprestoù heñvelster llaeth en kembraeg, leth en kerneveureg ha lacht en iwerzhoneg.
Anv-kadarn
laezh /ĖlÉĖs/, gourel, liester laezhioù
- Liñvenn wenn, magus-tre. Furmet e vez en bronnoù parezed ar bronneged, evit magañ o c'helin.
- E-fessoun ne d-eaz ket buan a-walc'h evelato, rag al leaz a zavaz he gov er pod braz ha kalz anezhan a vije bet eat enn tan ma ne vije ket bet aze, dirag Soaz. ā (Per Pronost, Ar C'hemener hag ar C'halvez, Ar Vro, Mae 1904, p. 28a.)
- Gwenn evel al laezh.
- Penn-ar-C'hrann (Bro-Leon, Penn-ar-Bed): "laezh /ĖleÉs/"
Deveradoù
Gerioù kevrennek
Troioù-lavar
- Laezh ha kig zo poezon rik,
Kig ha laezh zo medisinerezh. - Patatez ha laezh
A ra vad da galon gaezh - Patatez ha laezh
D'ar beorien gaezh
Patatez ha kig
D'an dud pinvidik - Soubenn al laezh pa vez re sall
A lavar an dud, zo ur meuz fall. ā (Jules Gros, Le trĆ©sor du breton parlĆ© TroisiĆØme Partie, 1974, p. 308.) - Roit dāar saout boued fraezh (= yacāhus)
Hag e savo dienn war al laezh. - Keit ha ma vezer yaouank eo goro ar cāhavr
Ha pa vezer kozh evaƱ al laezh. - Bugale gaezh Dour nāeo ket laezh
Piz nāeo ket fav BezaƱ pilet nāeo ket brav. - Petra āservij kaout ur vuocāh vat
Ma skuilh he laezh gant un taol troad? - Ne oar na bu na ba
Na sou na dicāha
Ne oar nemet evaƱ laezh Ha dibriƱ yod dāhel lakaat er-maez. - HeƱvel war wir a sav ken aes
Ha ma ra dienn war al laezh. - Hennezh a oar kaozeal ken brav
Ma tennfe laezh gant un tarv. - Pa vez ar cāhazh tost dāal laezh e oar lipat an dienn.
- Krampouezh gwinizh ha laezh-tro
Matañ traoù a zo er vro.
Troidigezhioù
- alamanegĀ : Milch (de) Ā benel
- euskaregĀ : esne (eu)
- gallegĀ : lait (fr)
- gresianeg : γάλα (el) (gÔla)  nepreizh
- hungaregĀ : tej (hu)
- iwerzhonegĀ : bainne (ga) Ā gourel
- katalanegĀ : llet (ca)
- kembraegĀ : llaeth (cy) Ā gourel
- kerneveuregĀ : leth (kw) Ā gourel
- nederlandegĀ : melk (nl) Ā benel
- okitanegĀ : lach (oc) , lait (oc)
- polonegĀ : mleko (pl) Ā nepreizh
- saoznegĀ : milk (en)
- skosegĀ : bainne (gd) Ā gourel
- spagnolegĀ : leche (es) Ā benel
- turkeg : süt (tr)
- [1] : Albert Deshayes, Dictionnaire étymologique du breton, Douarnenez, Le Chasse-Marée, 2003, p. 446.