Zamdane
| Reizh pe jener | paotrĀ |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Frañs |
| Anv-bihan | AyoubĀ |
| Deiziad ganedigezh | 1997Ā |
| Lec'h ganedigezh | MarrakechĀ |
| Micher | rapperĀ |
Zamdane, a zo Ayoub Zaidane e anv gwir, zo ur raper ha kaner genidik eus Maroko. Ganet eo dāar 25 a viz Gwengolo 1997 e Marrakech.
Buhez
[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]Ganet ha maget eo bet Zamdane e Marrakech, ha resisocāh e karter Bab Doukkala, hag a vez meneget alies en e ganaouennoù. Komz a rae galleg gant e dad e-pad e yaouankiz, ha selaou a rae bamet Charles Aznavour pe cāhoazh Dalida, hag a zo evitaƱ arzourien veur ar sonerezh gall.
Ne oa nemet 17 vloaz pa erruas e Bro-C'hall e miz Gouere 2015 evit kendercāhel gant e studioù ekonomiezh e-kichen Marseille. A-drugarez d'e vignoned nevez e voe dizoloet ar sonerezh rap gantaƱ, ha buan en doe cāhoant dāen ober ivezĀ : e miz Here 2015 e lakaas e anv evit kemer perzh e « open micsĀ Ā», e-lecāh e reas anaoudegezh gant kalz a dud pouezus e metoù ar rap.
E 2017 e voe embannet un nebeud kanaouennoù gantaƱ, da cāhoude e kemeras perzh en un nebeud freestyloù aozet gant mediaoù rap, evel ar « RĆØglement FreestyleĀ Ā» pe « GrüntĀ Ā». Etre 2018 ha 2020 e voa embannet meur a raktres gantaƱ, dreist-holl AffamĆ© ā Saison 1 e 2018. E 2021 e voe embannet gant Zamdane ar peurrest eus ar raktres-se, AffamĆ© ā Saison 2. Gant ar raktres-maƱ e voe ledanaet e selaouerien hag e vrud, dreist-holl a-drugarez dāur feat gant Soso Maness, ur raper eus Marseille, hag a bedas anezhaƱ en abadenn PlanĆØte Rap un nebeud mizioù goude.

E 2022 e voe embannet gantaƱ e album kentaƱ, anvet Couleurs de ma peine. Ar featurings a zo war an album (gant Dinos, Soso Maness ha Jazzy Bazz) a sikouras anezhaƱ da vezaƱ anavezetoc'h-anavezetaƱ gant ar selaouerien, ha renket e voe ar bladenn e 5vet plas top album Bro-Cāhall. Ur bloaz goude, e 2023 e voe embannet gant Zamdane AffamĆ© ā Saison 3.
Met e album diwezhaƱ, Solsad, embannet e 2024, eo an hini a lakaas anezhaƱ da vezaƱ anavezet-tre, a-drugarez da galz a featurings, da skouer gant Tif, Zaho, Pomme, Josman, So La Lune, Kekra, Niska ha Sofiane Pamart. Renket eo bet an album e 3de plas an top album, ha mont a ra Zamdane dāober un droiad vras eus ar festivalioù hag ar salioù sonadegoù.
Ouzhpenn e entan evit ar sonerezh eo engouestlet Zamdane ivez er politikerezhĀ : aozet en deus meur a sonadeg a garite anvet Zamdane & ses amis evit souten ar gevredigezh SOS MĆ©diterranĆ©e, en ur bediƱ kalz a ganerien rap da gemer perzh. Kemeret en deus perzh ivez en ur sonadeg evit souten Palestina aozet gant Tif, anvet SolidaritĆ© PalestineĀ : itās not about us.