Yannick Bestaven
Neuz

Yannick Bestaven, bet ganet d'an 28 a viz Kerzu 1972 e Sant-Nazer, zo ur bageer-dre-lien gall. Desavet eo bet e departamant Gironde, e-lec'h m'en deus dizoloet ar bageal-dre-lien. Kenaozet en deus ar ganer tredan dre viƱs-tro Watt&Sea[1] ijinet gant Ćric Tabarly. EmaƱ o chom er Roc'hell.
Loreadeg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Trec'h eo bet e meur a redadeg :
- Transat Jacques-Vabre 2015, Le Havre / ItajaĆ (Brazil), e-bourzh Le Conservateur e Class40, daou-ha-daou, gant Pierre BrasseurĀ ;
- Les Sables-Horta-Les Sables, e-bourzh Le Conservateur e Class40, daou-ha-daou, gant Pierre Brasseur;
- Transat Jacques-Vabre 2011, Le Havre / Puerto Limon (Costa Rica), e-bourzh ar Class40 98 - AQUARELLE.com, daou-ha-daou, gant Ćric DrouglazetĀ ;
- Record SNSM 2009, kenreder, e-bourzh Safran gant Marc GuillemotĀ ;
- Transat 6.50, Fort Boyard (Charente-Maritime) / Puerto Calero e Yaiza (enez Lanzarote, Kanariez) / Salvador (Bahia) e (Brazil), trec'h en div dennad AQUARELLE.comĀ ;
- Course de l'Europe, kenreder, e-bourzh Aquitaine Innovations gant Yves Parlier gant Ellen MacArthur.
Gounezet en deus ar VendĆ©e Globe e 2020-2021 daoust ma oa aet dreist al linenn erruiƱ goude Charlie Dalin, peogwir e oa bet dalcāhet kont eus an amzer tremenet gantaƱ evit saveteiƱ Kevin Escoffier.
Daveennoù
[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]- ā (fr) Lec'hienn Watt&Sea.