Mont d’an endalc’had

Snipex T-Rex

Eus Wikipedia
Snipex T-Rex


Ur fuzuilh Snipex T-Rex
Kinnig
Bro Banniel Ukraina Ukraina
Doare Fuzuilh enepdafar un-tenn
Mont en-dro Tennata dre zorn, dre vorailh
Munision 14,5 × 114 mm
Produer XADO
Mare produiñ Abaoe 2017
Perzhioù teknikel
Mas (hep kartouchenn, gant al lunedenn) 25 kg
Hirder 1 800 mm
Hirder ar c'hanol 1 200 mm

Hed-tenn efedus 2 000 m
Hed-tenn d'ar muiañ 7 000 m
Tizh ar boledoù V0 980 m/s
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar Snipex T-Rex zo ur fuzuilh enepdafar produet abaoe dibenn ar bloavezhioù 2010 gant an embregerezh ukrainat XADO. Implijet e vez abaoe 2021[1] gant nerzhioù armet Ukraina. Anvet eo bet evel-se abalamour da stumm an troad dindan he lamm, en deus lakaet e saverien da soñjal e divhar un tiranosaor.

Ur arm un-tenn dre vorailh eo, kambret e 14,5 × 114 mm. Gwikefre he c'hulasenn zo a-dreñv d'he draen, e doare ur bullpup. He hed-tenn efedus zo war-dro 2 000 metr[2][3].

Implijet e vez war an dachenn er brezel a-enep Rusia abaoe 2022.

  1. ↑ (en) Ukrainian Army adopts new anti-materiel sniper rifles, Defense Express, 02/01/2021 (lennet d'ar 24/09/2026)
  2. ↑ (en) Ukrainian T-Rex: Anti-Materiel Rifle to Help Fight Russians, Defense Express, 16/06/2022 (lennet d'ar 24/09/2026)
  3. ↑ (en) Ukrainian Snipex T-Rex 14.5x114mm Anti-Materiel Rifle, The Firearm Blog, (lennet d'ar 24/09/2026)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan