Mont d’an endalc’had

Peurunvan

Eus Wikipedia
Krogit e-barzhĀ !
Un danvez pennad eo ar pennad-maƱ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiƱ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ. 

Diwar an divizoù diwar-benn adreizh reizhskrivadur ar brezhoneg e 1941 oa bet savet ar reizhskrivadur peurunvanet[1], berroc'h ar peurunvan, arallanvet KLTG[2] ivez, pe ar « ZhĀ Ā» c'hoazh, evit kemer plas an doare-skrivaƱ KLT, savet da-heul adaoz reizhskrivadur ar brezhoneg 1908, en ur engronnaƱ ar reizhskrivadurĀ implijet e Bro-Wened.[3]. Daoust m’eo bet implijet an adreizh gant kelaouennoù ha tiez-embann pennaƱ e krogas Brezel reizhskrivadur ar brezhoneg hag a voe maget diwar abegoù politikel e-pad 70 bloaz.

Istor berr an adreizhioù kent

[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]

Adreizhioù reizhskrivadur ar brezhoneg a-raok 1821

[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]

Ma veze doareoù-skrivaƱ stabil a-walc’h evit an henvrezhoneg, eus un tu, ha evit ar c’hrennvrezhoneg, eus un tu all, ne c’heller ket gouzout gant piv e oa bet savet an doareoù-skrivaƱ-se. E 1659 e voe embannet, dindan sinadur ar Jezuist Juluan Maner, Le SacrĆ© CollĆØge de JĆ©sus, enno ur yezhadur hag ur geriadur. An trigramm « c’hĀ Ā» evit treuzskrivaƱ ar soniad [x] ha ne gaver ket peurvuiaƱ er yezhoù romanek, a voe degaset gantaƱ. Treuskrivet e oa kemmadurioù ar c’hensonennoù kentaƱ ivez.

Diforc'hioù etre an doareoù-skrivañ hervez an eskoptioù

[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]

An adreizh savet gant Juluan Maner a voe an hini poulzet gant beleien Eskopti Leon a-raok an Dispac’h gall[4], impljet e Kerne war eeun hag savet un embannadur tregeregaet ma veze tu. Ur c'hantved goude e klaskas tud a iliz Eskopti Gwened sevel ur reizhiad treuzskrivaƱ ar yezh komzet[5] gant tud ar bastell-vro-se. Etre 1700 ha 1910 e voe lakaet ar reolennoù da vezaƱ stabil[6]. Un troc’h a yeas war wel etre skridoù relijiel Bro-Wened hag an darnvuiaƱ eus ar brezhonegva.

E 1821 e lakaas embann Yann-FraƱsez ar Gonideg ar Grammaire celto-bretonne, e-lec’h e kinnige adreizhaƱ reizhskrivadur boutin Eskopti Kemper ha Leon. Klask a reas ar Gonideg skarzhaƱ lizherennoù heƱvelson evel « quĀ Ā» ha « cĀ Ā» erlec’hiet gant « kĀ Ā» o-daou, hag un nebeud reolennoù evit an araogennoù hag ar verboù. Nac’het e voe gant darnvuiaƱ ar veleien implij ar reizhskridur nevez, met e voe kendrec’het eskob Kemper ha Leon, an aotrou Jozeb Mari Graveran, e 1840. Gant Aogust Brizeug, Prosper Proux, Yann-Vari ar Skourr, FaƱch an Uhel), holl heulidi Teodor Kervarker e voe degemeret ha krouidigezh ar gelaouenn Feiz ha Breiz, e 1865, a zegasas darnvuiaƱ ar veleien e-barzh ar jeu.

War-zu ar beurunvanidigezh

[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]

Adreizh reizhskrivadur 1908

[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]

Diwar atiz FraƱsez VallĆ©e, yezhoniour ha rener Kroaz ar Vretoned, ur sizhunieg brezhonek dindan evezh eskob Sant-Brieg, e voe savet Emglev ar skrivagnerien[7] e 1908 evit ma vije unanet reizhskrivadur ar brezhoneg e Treger, Leon ha Kerne, alese un arallanv, ar c’h-KLT. Ar c’hemmoù pennaƱ a voe hollekadur ar liester « ouĀ Ā» e-lec’h ma veze graet gant « oĀ Ā» e Bro-Dreger, ha al lostger « añ » pe « iñ » evit an anvioù-verb.

KentaƱ kinnig ar peurunvaniƱ

[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]

Lakaet e voe reolennoù an Emglev dindan atebegezh Breuriez Veur ar brezoneg, istitlet « L’AcadĆ©mie bretonneĀ Ā», krouet diwar atiz Charlez ar Govig e 1922. Anvet e voe Emil Ernod da sekretour hag e lakaas embann meur a bennad er gelaouenn viziek divyezhek Buhez Breiz dindan anv ar Breuriezh-veur.
E miz Gouere 1922 e kinnigas Emil Ernod ur pennad hir, Vers l’unification de la langue bretonne e ditl (War-zu unvanidigezh ar brezhoneg). E savboent dezhaƱ a oa e tleer sellout ouzh an unvanidigezh fardet war hir amzer gant renerien Bro-C'hall ur seurt patrom evit kavout un diskoulmĀ :

Diouz ar fed ne voe kehentadurioù etre ar proviƱsoù estreged ar galleg e teuas unan eus abegoù unvanidigezh yezhel Bro-C’hall hag ar galleg a yae da yezh voutin ofisiel ar Vrezhoned ha pa dizalc’h e vezent, ha ne oa ket ar brezonegĀ !
Dezo da gavout an tu da chom hep mont gant ar yezh-se evit bezañ intentet er vro a-bezh. Dezho da sevel ha lakaat e pleustr un emglev krouet diwar o deurioù, un Emglev evit mad an holl.
Troet diwar ar galleg.

Zavier Langleiz.

Breujoù war beurunvaniñ ar brezhoneg

[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]

Chalet e oa darn eus ar skrivagnerien vrezhonek e chome un troc’h en embann brezhonek pa chome daou reizhskrivadur, hini Bro-Wened hag hini ar c’h-KLT. E 1936, diwar atiz ur skrivagner gwenedek Xavier Langleiz, e oa bet bodet un toullad skrivagnerien, Loeiz Herrieu, Roparz Hemon, Raymond Delaporte, Marc'harid Gourlaouen, Roparzh Audic, Youenn Drezen hag un nebeud kinnigoù o doa graetĀ : ober gant "zh" er gerioù a veze skrivet gant "z" e KLT ha gant "h" e gwenedeg, skrivaƱ "w" er gerioù ma veze kavet "v" pe "o" e KLT hag "ù" e gwenedeg[8]. Koulskoude e voe feuket Roparz Hemon abalamour ma oa bet lakaet da grediƱ e oa bet un emglev, pa ne oa ket, hag echu gant an divizoù e 1937.

Emvodoù 1941

[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]

Amveziadoù emglev 1941

[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]

Diwar ar pezh a zo bet kontet gant Roparz Hemon[9] e voe lañset ar studioù war ar peurunvaniñ e Mezheven 1941 pa voe anv eus kentelioù brezhoneg roet er skolioù. Kuzuliet e vefe bet gant yezhourien alaman evel Leo Weisgerber a zeue evit evezhiañ an obererezhioù brezhonek ingal[10] ma vije unvanet ar reizhskrivadur. 

E miz Mezeven e kasis eur skrid da renerien ar e'hazetennou brezonek ha d'eun nebeut yezourien, ennan kinnigou graet da dostaat ar yez unvan eun tammig ouz rannyez Wened. Ar c'hinnigou-se a voe studiet ha burutellet ganto.
Roparz Hemon, An doare-skriva nevez’’, 1942, p. 4.

Emvod diwezhaƱ ha sinadur

[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]

Dalc’het e voe un emvod yezhourien ha skrivagnerien d’an 8 a viz Gouere 1941, e sez ar pemdezieg rannvroelour, La Bretagne, 19 straed ar Moneiz, e Roazhon. Kadoriet e voe gant Roparz Hemon. E-doug an abardaez e voe tizhet an emglev evit ma vo nullet ar c’hemmoù etre reizhskrivadur aemglev 1908 hag an hini implijet gant tud a iliz ha skrivagnerien Bro-Wened ha n’eus ket bet anv eus breujoù diaes. Unan eus ar sinerien, ur yezhour anezhaƱ, FraƱsez Kervella (Kenan Kongar), a skrivas pelloc’h ne voe degaset da « doare-skrivaƱ Emgleo ar SkrivagnerienĀ Ā», nemet « un nebeud kemmadennoù »[11]. Keloù an emglev a voe roet ar sizhunieg brezhonek Arvor e 1943 evel-hennĀ :

Daou vloaz’ zo, d’an 8 a viz Gouere 1041, e c’hoarvezas e Roazhon un darvoud a bouez bras en istor ar brezhoneg. Kannaded a-berzh ar re vrasaƱ eus ar strolladoù a stourm evit hor yezh a sinas un emglev da unvaniƱ an doare-skrivaƱ evit mat.

Setu amañ anvioù ar sinerion :

Abaoe an 8 a viz Gouere 1941, ul labour hir a zo bet graet da seveniƱ an emglev. Muioc’h-mui a vez moulet ar skridoù brezhonek hervez an doare-skrivaƱ unvan, ha n’eus nemetaƱ hiziviken a dleer kelenn er skolioù.
Un trec’h bras gounezet gant ar VrezhonedĀ : an trec’h war ar spered a zizurzh, an trec’h warn o-unan.

Ar strollad-studi hag al levrig An-doare-skriva nevez

[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]

Ur strollad-studi a voe savet hag a zalc’has emgavioù hag eskemmoù lizhiri evit peurober an divizoù. Hervez Roparz Hemon e kenlabouras 10 den ennañ : Abeozen, PĆŖr Bourdellez, FraƱsez Kervella, Gwilherm Berthou-Kerverzioù, Maodez Glanndour, AlfoƱs Mary, Roparz Hemon, Loeiz Herrieu, Aogust Marouilh ha Yann-Vari Perrot[12].

Echuet e voe al labour war-dro miz Du 1941 ken e c’hellas Roparz Hemon lakaat embann e penn kentaƱ 1943 ul levrig, 20 pajenn ennaƱ, evit displegaƱ ar reolennoù kinniget en ur implijout reizhskrivadur 1908 atav. Embannet ha moullet e voe gant Imprimerie centrale de Rennes (Moullerezh kreiz Roazhon), da lavaret eo an ti-moullaƱ ma oa Strollad Broadel Breizh perc’henn warnaƱ. Evit aesaat an tremen e kinnige Roparz Hemon kemer e C'heriadurig-Dourn Brezonek-Gallek ha reizhaƱ anezhaƱ hervez ur roll gerioù nevesaet a lakae e dibenn al levrig.

Savboent war an adreizh gant Roparz Hemon ha Xavier Langleiz

[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]

E-barzh niverenn 84 Arvor (16 a viz Eost 1942) e kaver un displegadenn verr war bal pennañ an adreizh :

An doare-skrivaƱ nevez dreist-holl a rank tennaƱ hon evezh. Aozet eo bet da echuiƱ un tabut marvus etre rannyezh Wened hag ar rannyezhoù all, evitaƱ da vezaƱ ur samm muioc'h war hor choug, gant levenez e tleomp dougen ar samm-seĀ : lakaat an doare-skrivaƱ nevez da drec’hiƱ a vo bras diskouez hon eus gounezet ar perzh-mat a reas diouer deomp ar muiaƱ gwechall, perzh-mat ar gensentidigezh.

E niverenn 86 Arvor (30 a viz Eost 1942) e lakaas Roparz Hemon embann « Notennoù diwar-benn hor yezh » hag e kont tabutoù bihan war boentoù zo en adreizh bet renet dre lizher gant Loeiz Herrieu hag ez a war un dachenn bersonel :

Arabat krediñ ez eo bet graet buan-ha-buan. Bez'ez eo frouezh labour ugent vloaz da vihanañ, rak abaoe ma krogis gant studi hor yezh on bet dedennet gant ar gwenedeg, ha gouestlet em eus da gudenn ar beurunvanidigezh kalz amzer ha kalz preder. Ul labour tenn eo kemmañ doare-skrivan ur yezh. Va labour-me n'eo ket disi. Hogen mat eo, eus an dra-se on sur, harpet ma'z eo war vurutellerezh oberoù hor gwellañ yezhourion.

E 1943 e kasas Xavier Langleiz ur pezh-kronikenn « Skignet d’ar Seizh AvelĀ Ā» d’ar pemdezieg La Bretagne, « Deiz-ha-bloaz peurunvanidigezh an doare-skrivañ » he zitl, da vezaƱ embannet d’an 8 a viz Gouere. Goude bezaƱ kavet estlammus niver an ostilhoù-deskiƱ ha hini al levrioù savet diwar ar reolennoù nevez e tispleg e venozioù :

… N’hon eus c’hoant ebet da glask tabut ouzh ar re a rekin. Tud desket-meur a zo en o zouez… ha diwar-benn ar ger-maƱ-ger e c’hell bezaƱ ar wirionez ganto e-sell ar skiantelezhĀ ; nemet, d’hor meno-ni, politikel da gentaƱ eo ar gudennĀ ! … (Eus gwenedegourien c'hounezet) d’ar reizskrivadur ar peurunvan a lavaromp ha n’eo ket d’« ar brezhoneg peurunvanĀ Ā», evel ma hiboud tud ā€˜zo, rak n’eo ket gwir tamm ebet, e klask ar reizhskrivadur mougaƱ ar « brezhoneg bevĀ Ā». Na penaos e c’hellfe ur reizhskrivadur mirout ouzh ur rannyezh bennak a zerc’hel d’he gerioù dezhi hec’h-unan ha d’he zroioù-lavarĀ ?

Enebiezh da-heul embann an emglev

[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]

Enebadur Goursez Breizh hag an Deskadurezh-Stad

[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]

Abalamour d'ar skrivagnerien wenedek eo en doa asantet Roparz Hemon d'ar peurunvaniƱ a-benn ar fin. O vezaƱ ma'z eus furmoù zo er rannyezh-se diforc'h-mat diouzh re an teir all ez eus bet termenet betek pegeit e vez degemeret stummoù gwenedek-rik er yezh lennek. Daoust ma oa bet sinaet an emglev gant skrivagnerien ha renerien gelaouenn a-bouez e savas un enebiezh taer a-walc’h, eus un tu a-berzh tri fenn araok eus ar rummad kozhĀ : Taldir, FraƱsez VallĆ©e ha Meven Mordiern ha Yeun ar Gow ouzhpenn, eus un tu, ha mistri-skol bet levezonet gant Ar Falz, eus un tu all.

Taldir, Drouiz-meur Breizh, a savas un danevell e anv Goursez Breizh, evit ar ComitĆ© consultatif de Bretagne, ma lakae embann e arguzenn bennañ : « N’eus ket ret unaniƱ hor yezh, evel m’eo kredet gant krouerien ar peurunvan, p’eo unvan c’hoazh, a-drugarez da labour an Ao. VallĆ©e. Un dever hon eus, ni, izili Skolaj ar Varzhed,… darbenn evel ur fed, ma c'hell kenvevaƱ ar rannyezh gwenedeg oc'h ambrougaƱ ar yezh lennegel muianiverekĀ Ā».

Sevel a reas Akademiezh Roazhon a-enep ar peurunvan e 1942, ha berzet e voe adalek diwezh 1942, diviz kadarnaet meur a wech e 1943 ha 1944[13], war a seblant war atiz ar chaloni Falc'hun hag Armañs Keravel[14]. Menegiñ a rae Taldir ur bochad tud hag a gave abegoù a-enep eveltañ.

Implijoù kentañ ar reizhskrivadur nevez

[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]

E miz Gouere 1941 e savas Florentin Goinard hag e zanvez-pried Suzanne Derrien-Le Masurier un ti-embann nevez e Brest, Skridoù Breizh e anv, an hini kentañ ma veze doujet ouzh ar reolennoù nevez. Ar c'hentañ levr savet diwar ar reolennoù nevez a voe An aotrou Bimbochet e Breiz, adembannadur romant diaweladel Roparz Hemon bet embannet e 1927 e-barzh Levraoueg Gwalarn. Dont a reas war wel e miz Mae 1942 goude bezañ bet roet keloù warnañ e-barzh ar sizhunieg Arvor gant sternioù bruderezh o tispakañ « sous presse » hag « à paraître sans tarder » enno (« dindan ar wask » ha « da zont er-maez hep dale ») e-doug mizioù kentañ ar bloaz.

Ne voe ket implijet en un doare hollek er gelaouenn Arvor a-raok an niverenn 87 embannet d’ar 6 a viz Here 1942, pa zivizas Youenn Drezen he lakaat unyezhek. Koulskoude e-doug 1942 e oa implijet ar reizhskrivadur nevez gant Benead, Goulven Mazeas pe Youenn Drezen enni dija. Buan e teuas er-maez ostilhoù deskiƱ evel Me a lenno (gant Yann Sohier, embann dalif, a-drugarez da Abeozen), ar MĆ©thode rapide de breton hag an Dictionnaire breton-franƧais(Roparz Hemon).

Enebadur ar gostezenn rannvroelour e-tal hini ar vroadelourien

[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]

Ouzhpenn Taldir hag ar Varzhed e teuas an enebadur taeraƱ eus mistri-skol a oa bet bodet gant Ar Falz a-raok ar brezel, dindan renerezh ArmaƱs Keravel, skoazellet gant Andreo ar Merser, asamblez gant darn tud a iliz Penn ar Bed, an eskob, ar chaloni RenĆ© Cardaliaguet hag ur yezhour yaouank, an abad FraƱsez Falc’hun[15].
Un enebadur dic’hortoz a zeuas eus kuzul-ren ar gelaouenn vrezhonek SAV, e-lec’h ma veze embannet skridoù tud ā€˜ā€™Walarn'’ ha re VallĆ©e ha re Mordiern enni ivez. Kavout a ae dezho e oa aet re vuan an traoù ha ne welent ket muioc’h a vrezhoneg er skolioù.

…pa vo peurunvanet ar brezoneg da vat (ha perak tremen hep aliou fur tud a vicher hag a boell evel A. A. VallĆ©e ha Falc’hun da skouerĀ ?), neuze ec’h heulio SAV ar reolennou nevez. O c’hortoz e talc’ho d’ar reizskrivadur koz ha, ret eo lavarout, ne blij ket muioc’h an hini nevez da lennerien Feiz ha Breiz, Ar Vuhez kristen, ha zoken Dihunamb. Kuzul SAV, A. Daniel, A. Guillou, H. Maze.
SAV, niv. 28, HaƱv 1943.

Adkemeret hĆŖrezh ā€˜ā€™Gwalarn’’ hag ar reizhskrivadur nevez

[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]

E amzer an Dieubidigezh e voe arsavet an aozadurioù hag ar c'helaouennoù sevenadurel vreizhek pennaƱ hag e voe d'ur remzad broadelourien yaouank adsevel ostilhoù nevez. Krouet e voe ar gelaouenn Al Liamm e 1946 ha Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerion e 1948, pa voe tu da Skridoù Breizh ha da Skol Ober kenderc’hel gant oc’h obererezhioù. Adembannet e voe geriadur, yezhadur ha levr-deskiƱ Roparz Hemon ingal, ken e kavas an nevezbrezhonegerien ostilhoù e peurunvan a-feson dasparzhet dre un nebeud stalioù-kenwerzh pe dre ar post.

Pa voe kroget gant Youenn Olier da skrivañ e peurunvan e 1945 e fellas dezhañ "sammañ hêrezh Gwalarn", da lavarout eo derc'hel da stagañ dazont ar brezhoneg ouzh keal ar vroadelouriezh vrezhon hag ur Vreizh dieub[16].

Brezel ar reizhskrivadurioù goude an Eil Brezel-bed

[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]

Nac’het e voe ober gant ar peurunvan gant kevarzhe ar vistri-skol laik, « Ar FalzĀ Ā», deuet war wel adarre ha renet gant ArmaƱs Keravel, ha gant « Bodadeg ar SonerionĀ Ā», renet gant Polig Monjarret, eus un tu, ha gant eskopti Kemper ha Leon, eus un tu all, hag e kendalc’hjont gant ar « KLTĀ Ā» 1908, betek ma voe krouet Emgleo Breiz e 1955. Gant ar gevredad sevenadurel-se e voe embannet levrioù ha kelaouennoù e reizhskrivadur skolveuriek lakaet e pleustr e 1955. Krouet e oa bet ar reolennoù gant FraƱsez Falc’hun, aet da bennkelenner ar studioù keltiek, e Skol-veur Roazhon, e miz Gwengolo 1951.

Div gostezenn a yeas war wel, pep hini gant he gwikefreoù embann ha kemenn hag e renjont Brezel reizhskrivadurioù ar brezhoneg.

Tud a iliz Penn ar Bed hag Aodoù-an-Arvor a yeas a-du gant ar skolveurieg, evit embann ar gelaouenn Bleun-Brug, hĆŖr da Feiz ha Breiz, hag un nebeud testennoù relijiel. Ha gwir e oa politikel an troc’h pa boueze kostezenn ar skolveurieg war ar fed e oa bet savet ar peurunvan pa rene an Dalc’herezh nazi hag pa oa bet barnet Roparz Hemon evit bezaƱ bet atebeg ar skingasadennoù brezhonek[17] .

E 1975 e voe kinniget gant Ar Falz, hag an aozadur-se aet er-maez eus Emgleo Breiz, klask un emglev evit sevel ur reizhskrivadur a vije etre an daou zoare-skrivaƱ ken e vije degemeret gant an daou du.

Diviz levezonus tud bugale ar skolioù Diwan e 1982

[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]

Ar reizhskrivadur implijet er skolioù-Stad a ya da vezaƱ reizhskrivadur ar Stad a-bezh, met ne oa ket posubl staliaƱ ur reolenn eus ar seurt-se e ur vro distad. Koulskoude e tleer anavezout m’eo aet ar maout gant ar perunvan diwar un diviz graet gant kerent ar skolioù Diwan en o c’hendalc’h 1982[18]. Hervez Pierre-Marie MallĆ©gol e veze implijet ar peurunvan e darnvuiaƱ ar skolioù Diwan dija ha, diouzh-se « ne voe ket un abeg evit breujoù hirĀ Ā». Izelloc’h e veneg ma oa an embann e peurunvan muianiverek, ar pezh ne oa ket ken anat er mare-se, nemet ma oa muioc’h a levrioù yaouankiz ennaƱ, ar re goshaƱ moullet gant Embannadurioù Al Liamm er bloavezhioù 1960, hag ar re c’hallek, gant testennoù brezhonek peget outo, a-drugarez d’ur skipailh arbennik.

Ar peurunvan aet da reizhskrivadur damofisiel

[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]

Ar sin kentaƱ ma c'hwezhe an avel kreƱvoc’h war-zu ar peurunvan a voe diviz an Deskadurezh-Stad war ar reizhskrivadur da vezaƱ implijet gant an ti-embann pedagogel TES, krouet war-dro 1995, hag ober gant ar peurunvan a oa ret, pa oa darnvuiaƱ ar skolidi hag ar skolajidi vrezhonek e klasoù Diwan. Implijet e vez ar peurunvan gant an holl embannerien vrezhonek, adalek Al Liamm (kelaouenn lennegel) ha levrioù betek Bannoù-Heol (bannoù-treset), ha hini ar c'helenn en holl skolioù, re ar Stad pe re Diwan, war-bouez unanik bennak. Reizhskrivadur pennaƱ ar brezhoneg eo hiziv. Implijet e vez gant an holl skolioù, degemeret gant an holl skolioù-meur, hag e ya da ober tost an holl levrioù embannet.

Ar peurunvan eo reizhskrivadur ofisiel ar wikipedia vrezhonek ivez.

Enebiezh ouzh ar peurunvan er XXIaƱ kantved

[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]

P’eo aet da freuzstal, Emgleo Breiz, an ti-embann nemetaƱ a implije ar skolveurieg, e 2010, ne weler ket mui testennoù skolveuriek, nemet gant hiniennoù zo.

Reolennoù doare-skrivañ ar peurunvan a vo kavet er pennad doareoù-skrivañ e brezhoneg. Doujañ outo a dleer ober er pennadoù holloueziadurel.

  • Juluan Maner, Le sacrĆ© college de Iesus divisĆ© en cinq classes, ov l'on enseigne en langue Armorique les leƧons Chrestiennes auec les 3. clefs pour y entrer, vn Dictionaire, vne Grammaire & Syntaxe en mĆ©me langue, Kemper, Jean Hardouyn, 1659.
  • Roparz Hemon, An doare-skriva nevez’’, Roazhon, Moulerezh kreiz Roazhon, 1942.
  • FraƱsez Jaffrennou-Taldir, Rapport de M. Taldir Jaffrennou sur l’orthographe du breton au ComitĆ© consultatif de Bretagne…, le 15 janvier 1943. E-barzh Le RĆ©veil breton’'.
  • Ā Roperzh ar Mason, Le Vannetais unifiĆ©, prononciation, grammaire et vocabulaire, Brest, Skridoù Breizh, 1943, 24 p.
  • FraƱsez Falc'hun, "Autour de l'orthographe bretonne, positions et propositionsĀ Ā». E-barzh Annales de Bretagne, 1953, levrenn lX, 1, 48-77.
  • Arzel Even, « Much Ado about NothingĀ Ā». E-barzh Hor Yezh’’, niv. 2, 1954.
  • FraƱsez Falc’hun, L'orthographe universitaire de la Langue Bretonne, Brest, Emgleo-Breiz, 1956, 38p.
  • Olier Mordrel, "Pour une nouvelle politique linguistique (manifeste de « Tir NevezĀ Ā»)Ā Ā». E-barzh La Bretagne rĆ©elle – Celtia, 2° trimestre 1968.
  • Albert BochĆ©, "Des dialectes Ć  la langue Ć©criteĀ Ā». E-barzh Skol-Vreiz, niv. 31, Janvier-Mars 1973, pp. 2-3
  • "Doare-skrivaƱ ar brezhonegĀ Ā». E-barzh Hor Yezh, niv. 100, 1974.
  • LĆ©on Fleuriot, « Les rĆ©formes du bretonĀ Ā». E-barzh HagĆØge ha Fodor (renerezh), Les rĆ©formes de langue dans le monde, Hamburg, 1981.
  • Andreo ar Merser, Les orthographes du breton, Brest, Emgleo Breiz-Brud Nevez, 1993, 36 p.
  • Jean Le DĆ», « Vrais bretons et pseudo-normesĀ Ā». E-barzh FranƧois P. Bonnot, Paroles rĆ©gionales - normes,variĆ©tĆ©s linguistiques et contexte social, Presses Universitaires de Strasbourg, 1995, p. 265-287.
  • LĆ©on Fleuriot, "Skouerioù emdroadurioù e morfologiezh hag ereadur ar brezhoneg", Hor Yezh, niv. 228, 2001.
  • Klaoda an Du, Histoire d'un interdit, le breton Ć  l’école, Lesneven, Hor Yezh, 2000.
  • Yvon Le Ven Yvon. E-barzh Brud Nevez, niv. 250, Meurz-Ebrel 2005.
  • Iwan Wmffre, Breton Orthographies and DialectsĀ : The Twentieth-Century Orthography War in Brittany, Peter Lang, 2007.
  • Jean-Claude Le Ruyet, Komz, liamm ha norm. Tezenn, Skol-veur Roazhon 2, 2009.
  • Albert Deshayes,Histoire de la langue bretonneĀ : Ć©volution de la graphie, Brest, Label LN, 2013, 510 p. (ISBN 9782915915396)
  • Pierre-Marie MallĆ©gol, …et les Bretons créèrent Diwan, Yoran Embanner, 2018.

Pennadoù nes

[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]
  1. ↑ Peurunvanidigezh ar brezhoneg a vez komzet eus outaƱ ivez.
  2. ↑ Diwar pennlizherennoù anvioù ar pevarĀ rannyezhĀ aĀ vez meneget ez-istorelĀ : Kerne, Leon, Treger ha Gwened.
  3. ↑ Danevell ar Peurunvanadur savet gant Remont Delaporte, Imbourc'h, niv. 263-268, 1991-1992.
  4. ↑ Kazi holl ar veleien a lakae levrioù da vezaƱ embannet a voe liammet gant Eskopti Leon.
  5. ↑ Ne oa ket an doareoù-komz unvan, ha dre vras, e oa staliet ar reolennoù diwar brezhoneg komzet tro-dro da Wened.
  6. ↑ Un adreizh diabarzh a voe graet war-dro 1845 gant Yann-Vari ar Joubiouz ha Korneli an Diod dindan evezh eskopti Gwened. Klask a rejont tostaat ouzh reizhskrivadur ar Gonideg (Herve Bihan).
  7. ↑ Pep hini anezho o skrivaƱ, pe e-barzh Kroaz ar Vretoned, pe e-barzh Feiz ha Breiz e oant.
  8. ↑ https://web.archive.org/web/20200909143656/http://bibliotheque.idbe-bzh.org/document.php?id=emglew-brezhonegerien-5614&l=br
  9. ↑ Roparz Hemon, An doare-skriva nevez’’, 1942.
  10. ↑ Pennarbennigour ("Sonderfürher") karget da evezhiaƱ an traoù breizhek evit ar renad nazi.
  11. ↑ F. Kervella, Yezhadur bras ar brezhoneg, Ar Vaol, 1947, p. 66.
  12. ↑ Roparz Hemon, An doare-skriva nevez’’, 1942, p. 4.
  13. ↑ Iwan Wmffre, Breton Orthographies and Dialects: The Twentieth-Century Orthography War in Brittany, Peter Lang, 2007, p. 159-160.
  14. ↑ Iwan Wmffre, Breton Orthographies and Dialects: The Twentieth-Century Orthography War in Brittany, Peter Lang, 2007, p. 160-161.
  15. ↑ E Genver 1944 e kinnigas FraƱsez Falc’hun ur brezegenn, « Kudenn ar peurunvanĀ Ā» he zitl, e KĆŖr-Vreizh evit «  Strollad ar VrezonegerienĀ Ā», SAV, niv. 30, GoaƱv 1944.
  16. ↑ Alies-mat e ra anv eus se Youenn Olier, en e gelaouenn "An Avel" (1945), hag en e zeizlevr.
  17. ↑ Barnet e voe Roparz Hemon ha didamallet eus bezaƱ bet kenlabourer an Alamaned.
  18. ↑ Meneget gant Pierre-Marie MallĆ©gol, …et les Bretons créèrent Diwan, Yoran Embanner, 2018, p. p. 123-125.
  19. ↑ Koulskoude he deus embannet skridoù peurunvan e-barzh Anciennes complaintes de Bretagne e 2010
  20. ↑ (fr) Jean LE DU, Comment donc Ć©crire la langue bretonneĀ ?, blog FaƱch Broudic, 11/09/2010 (lennet d'ar 01/06/2026)