Permafrost
Permafrost (eus ar saozneg perm-[anent] "hollbadus" ha frost "skornet") a reer eus al lodenn eus an Douar a vez skornet e-pad daou vloaz d'an nebeutañ, ha hestank dre-se[1],[2] Graet eo an douar-se gant mein ha tammoù douar siellet an eil re ouzh ar re all gant dour skornet.
Skorn bev a gaver el Ledredoù uhel (permafrost polel) hag en uhelderioù bras (skorn-bev alpat). Goleiñ a ra 20% eus gorread an Douar, en o zouez 90% eus Greunland, 80% eus Alaska, 50% eus Kanada ha Rusia (e Siberia dreist-holl).
Ar permafrost polel e Siberia zo muioc'h ur permafrost kendalc'hus en tu all d'ar ledred 60°. Taoladek eo ar permafrost alpat abalamour d'an douaroù torret gant diskouezadegoù liesseurt-kenañ.

War ar gartenn amañ a-zehoù, al linenn du a verk bevennoù an takadoù braañ a vez goloet a erc'h rannvloaziek.
War-dro 22 790 000 km² a ya d'ober ar skorn bev, eleze 23,9% eus gorread an hantervoul norzh. War-dro 55 000 000 km² (55%) eo gorread hollek an douaroù skornet, tra ma 'z eo war-dro 47 000 000 km² gorread an erc'hegi, da lavaret eo war-dro 47% eus gorread an douaroù en hantervoul norzh[3].
Rodell gilober frank
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diskorn ar permafrost a ro tu d'ar mikro-organegoù da ziorren ha da dizhout an danvez organek koazhet a zo sanket-don en douar. Hervez an endro (arvevat pe get), gwallgas an danvez-se a laosk CO2 ha metan (CH4), kement-se hervez al liveoù tommder hollek liammet ouzh treizhhent-dave hinel an SEEH ha respontoù ekoreizhiadel ar rannvroioù polel ha hanternozel. Kemm-dihemm neuze eo liveoù al laoskadennoùa, eus 0,45 gigatonennad kevatal karbon bep bloaz da 3 gigatonennad kevatal karbon bep bloaz alemañ da zibenn an XXIvet kantved[4]
Ur c'helc'h drouk eo rak ar gazoù efed ti-gwer a laka an tommder hollek da vont buanoc'h, hag an tommder hollek a laka ar permafrost da deuziñ ker buan all. Setu ar pezh a anver ur odell gilober frank[5].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Foucault, Alain. Dictionnaire de Géologie. Paris : Dunod, 2010 p. 267 (ISBN 978-2-10-055588-8)
- ↑ Kolbert, Elizabeth Kolbert. Dans l’Arctique en plein dégel • Courrier international, 15/06/2022. Kavet : 20/09/2026.
- ↑ (en) Frozen Soils and the Climate System • NASA, 11/12/2000. Kavet : 20/09/2026.
- ↑ (en) Schuur, Edward A. G. & al. Permafrost and Climate Change: Carbon Cycle Feedbacks From the Warming Arctic. Annual Review ofenvironment and Resources, levrenn 47, 2022. Kavet : 20/09/2026.
- ↑ (en) Scientists shocked by Arctic permafrost thawing 70 years sooner than predicted • The Guardian, 18/06/2019. Kavet : 20/09/2026.
