Mont d’an endalc’had

Pedofiliezh

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Maboriadezh)
pedofiliezh
sexual preference, Seurt c'hleñved
Iskevrennad eusKronofiliezh Kemmañ
Studiet gantpsikiatriezh, sexology, bredoniezh Kemmañ
Dibarder mezegelpsikiatriezh, bredoniezh Kemmañ
Possible treatmenttreatment of paedophilia Kemmañ
Implijet gantpedophile Kemmañ
ICD-9-CM302.2 Kemmañ
Enebet ouzhpedophobia Kemmañ

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Implijet e vez an termen pedofiliezh (diwar an henc'hresianeg παιδί "bugel" + -φιλια "karantez"), pe maboriadezh, evit ober dave da dud en o oad hag en em sant sachet ez-karantezel ha/pe ez-reizhel war-du bugale, da lavaret eo tud n'eo ket bet tizhet ar gaezouregezh gante c'hoazh.

Goveliet e oa bet an nevezc'her paedophilia erotica e 1886 gant ar bredvezeg Richard von Krafft-Ebing (1840-1902) eus Mannheim pa embannas e oberenn Psychopathia Sexualis e 1886.

Diaes eo lakaat ur vevenn sklaer etre oadourion/ezed, krennarded/ezed ha bugale ; kemmañ a ra al lezennoù er c'heñver-mañ a vro da vro evit ar pezh a sell ouzh an darempredoù reizhel, met gant Aozadur Bedel ar Yec'hed e vez lakaet marevezh ar grennardezh etre 10 ha 19 vloaz, hag aliezik a-walc'h e vez komzet ivez eus 13-18 vloaz. Un den yaouankoc'h a vefe lakaet da vugel (pe rakkrennard mar tosta da 18-19 vloaz) ha lakaet da oadour pa vez koshoc'h eget 18-19 vloaz.

Un torfed eo kaout darempredoù reizhel etre tud deuet ha bugale (en o zouez ivez krennarded/ezed hervez ar vro) en darn vrasañ eus broioù ar bed, daoust ha ma c'hell kemmañ a vro da vro an oad resis hervez o lezennoù.

Pedofiliezh hervez ar vro diwar 100 000 annezad. Sifroù 2010-2012

El lennegezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh.