Koar gwenan

Koar gwenan zo un danvez hag a vez produet gant loened eus ar rummad Anthophila evit sevel kelligoù o follennoù koar.
Sintezennet e vez ar c'hoar gant peder gwagrenn war abdomen ar gwenan. Ar re Apis mellifera a zo oberiant-tre o gwagrennoù koar etre an 12vet hag an 18vet devezh. Dont a ra ar c'hoar er-maez e stumm plakennoù bihan. Ur wech produet ur blakenn, dezhi ur pouez dindan 1 mg peurliesañ, e vez dastumet gant ar wenanenn a-drugarez d'he favioù a-dreñv ha degaset betek he chagelloù. Chaokat a ra anezhi evit stummañ kelligoù ar follennoù koar. A-drugarez da 1 gram koar (1 250 plakennig) e c'hall ober war-dro 20 cm2 follenn goar[1].
Aozadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a aozenn zo er c'hoar, en o zouez 35% a vonoesteroù, 14% a ziesteroù, 14% a hidrokarbonoù, 12% a drenkennoù dieub hag 8% a hidroksimpoliester.

Implij gant Mab-den
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-raok donedigezh ar c'hoaroù produet diwar betrol e veze implijet stank ar c'hoar gwenan evel skor skrivañ, evit kalafetañ bagoù hag ober boujiennoù da skouer.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) BARBAÇON Jean-Marie, Le traité Rustica de l'Apiculture, Rustica, 2009, ISBN 978-2-840038-734-3, p. 376