Mont d’an endalc’had

Kenwerzh tric'horniek

Eus Wikipedia
Ar c'henwerzh etre Afrika, Amerika hag Europa.
Lodennoù ar C'henwerzh tric'horniek
Penaos e veze graet ar berniañ morianed (stowage e saozneg) en ul lestr morianeta saoz.

Ar c'henwerzh tric'horniek a vez graet eus un hent kenwerzh dre ar meurvor Atlantel a oa adal ar XVvet kantved betek an XIXvet kantved. Tri forzh pe penn a oa d'an hent-se setu perak e vez kaoz eus un tric'horn.

Dre an hent-se e veze eskemmet sklaved eus Afrika ha produioù Amerika etrezek Europa. Un hent doare tric'horn damheñvel a oa dija, lesanvet volta do mar. Implijet e veze gant Portugaliz, a-raok beaj Kristol Goulm. Implijet e veze evit mont eus an Inizi Kanariez betek an Azorez. Kristol Goulm en doa astennet an hent evit reiñ an tu da Europiz da dizhout Amerika.

An tenn Atlantel a implije un hent tridoubl treuzatlantel evit ober eskemmoù – anvet a-gozh Kenwerzh tric'horniek – a oa bet etre Europa, Afrika, hag an Amerikaoù ha padet etre ar XVIvet kantved hag an XIXvet kantved. Al labourerien eus Europa a leunie bigi o loc'hañ eus Europa gant madoù savet en Europa evit eskemm anezho e Kornôg Afrika a-enep sklaved. Ar re-se a oa oa kaset betek an Amerikaoù, dreist-holl e Brazil hag Inizi Karib. E Kornôg Afrika, an Europeiz a eskemme pe gwerzhe madoù (fuzuilhoù, poultr, bravigoù, gwer...) eus Europa d'ar werzherien sklaved pe roueed afrikan. Goude-se e oa dezouget ar sklaved, ha peurrest ar madoù eus Europa, betek an Amerikaoù hag eno e oa gwerzhet ar sklaved kement hag ar madoù eus Europa da berc'hennerien ar plantadegoù. Ar varc'hadourien a brene danvezioù na oa ket en Europa evel ar sukr ha kaset ganto betek trevadennoù Norzhamerika (deuet da vezañ Stadoù-Unanet Amerika), eno ar varc'hadourien a werzhe peurrest ar madoù europat hag ar sklaved, kement hag ar sukr hag ar melaz prenet e Suamerika d'ar brenerien war blas. Evit echuiñ e oa prenet ganto madoù Norzhamerikan da vezañ gwerzhet en Europa, evel ar butun, sukr, kotoñs, rhum, riz, koad framm, ha krec'hin loened.

Evit an niver a sklaved bet dezouget ar broioù pennañ a oa ar Rouantelezh-Unanet, Portugal ha Bro-C'hall.

Hent ar c'henwerzh tric'horniek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bigi a loc'he eus porzhioù Europa (Naoned, Bourdel, Bristol, Liverpool, Londrez da skouer) da vont war-zu Afrika. Eno e veze eskemmet bitrakoù, gwiadoù, armoù hag alkool en eskemm ouzh sklaved. Ar sklaved a veze kaset etrezek Amerika evit labourat er parkeier dreist-holl. Ur wech gwerzhet ar sklaved evel chatal e veze prenet danvez evel kotoñs, butun ha sukr.

Stumm un tric'horn a oa gant an hent kenwerzhel-se, setu perak e voe lesanvet ar c'henwerzh tric'horniek :

1 Loc'hañ eus Europa

2 Prenañ sklaved en Afrika

3 Gwerzhañ ar sklaved en Amerika ha distreiñ da Europa gant madoù da werzhañ en ur priz uhel.

Liverpool zo bet lakaet evel porzh brasañ ar c'henwerzh tric'horniek, a-fet sklaved, a vloaz da vloaz betek nebeut amzer 'zo pa'z eo bet lakaet anat ne oa ket met hini Rio de Janeiro.

Ar sklaverezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pell eus ar skeudenn poblek, tapout sklaved a oa afer an Afrikaned pe an Arabed hepken, hervez ar skrivagner ha kazetenner amerikan Daniel Pratt Mannix (1911-1997) n'eus bet nemet 2% eus ar sklaved bet skrapet gant marc'hadourien wenn.

Al lançados, tud hanter Afrikaned-hanter Portugaliz a oa ul liamm etre ar werzherien sklaved afrikan hag ar re wenn.

Statistikoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez studioù gant Skol-veur Emory University[1] ha gant Henry Louis Gates Jr., e vije e-tro 12,5 milion a sklaved a oa bet kaset eus Afrika etrezek an trevadennoù e Norzh ha Su Amerika. El lec'hienn internet Voyages: The Trans-Atlantic Slave Trade Database e vez kavet titouroù a-zivout ar beajoù sklaved o loc'hañ diouzh Afrika. Diskouez a ra e oa Portugal, Rouantelezh-Unanet, Bro-C'hall, ha Spagn ar broioù o devoa gwerzhet ar muiañ a sklaved.

Bigi dezougen sklaved hervez ar vro
Lec'h erruoutPortugalSaozBro-C'hallSpagnIzelvroioùAmerikaDanmarkHollad
Brazil portugalek4,821,1273,8049,4021,03327,7021,1741304,864,372
British Caribbean7,9192,208,29622,9205,7956,99664,8361,4892,318,251
Antilhez gall2,56290,9841,003,90572512,7366,2423,0621,120,216
Amerikaoù spagnol195,482103,00992,944808,85124,19754,90113,5271,292,911
Amerikaoù izelvroek50032,4465,1890392,0229,5744,998444,729
Stadoù-Unanet Amerika382264,9108,8771,8511,212110,532983388,747
Inizi Gwerc'h Danat025,5947,7822775,1612,79967,385108,998
Europa2,6363,43866402,00411908,861
Afrika69,20684113,28266,3913,2102,476162155,568
N'eo ket erruet748,452526,121216,439176,60179,09652,67319,3041,818,686
Hollad5,848,2663,259,4431,381,4041,061,524554,336305,326111,04012,521,339

Tro-dro d'ar C'henwerzh tric'horniek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • E program skol ar c'hlasoù pevare klas e vez roet an tu d'ar skolajidi vreton da studiañ ar C'henwerzh tric'horniek[2].
  • E-pad pell ez eo chomet mut an istorourien war plas an Afrikaned hag an Arabed er C'henwerzh tric'horniek, abeg da zizemglevioù istorourien ez eo c'hoazh[3].
  • Lod tud a orin eus Afrika a c'houlenn ur sammad arc'hant evit ar gwall dorfedoù graet dezho hervezo gant ar C'henwerzh tric'horniek. Dre al lezenn degaset gant Christiane Taubira Delannon e vefe rediet ar broioù o defe bet gounezet arc'hant da baeañ met n'eo ket sklaer piv a baefe nag evit piv, na penaos[4].
  • Ur c'hounlec'h en eñvor d'ar sklaved bet gwerzhet er c'henwerzh tric'horniek a zo bet savet e kêr Naoned er bloavezh 2012, anvet Kounlec'h torridigezh ar sklaverezh[5], hag unan all e porzh Brest e 2015[6].

Er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diell filmoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Slave route - Routes de l'esclave : une vision globale gant Sheila Walker ha Georges Collinet, Pariz UNESCO, 2010, 57 munutenn

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]