Keginerezh Italia
| Iskevrennad eus | European cuisine, Mediterranean cuisine |
|---|---|
| Sevenadur | culture of Italy |
| Bro | Italia |
| Bro orin | Italia |
| Intangible cultural heritage status | Representative List of the Intangible Cultural Heritage of Humanity |
| Istor | History of Italian cuisine |

Keginerezh Italia eo an hollad aozennoù, meuzioù, rekipeoù ha teknikoù keginañ a gaver e ledenez Italia abaoe an henamzer. Stewet eo ar c'heginerezh kreizdouarat-se er bed a-bezh hiziv hon deiz, hag ar c'heginerezh gwellañ-deuet en Europa eo hervez un sontadeg e 2010[1], hag er bed hervez unan all e 2012[2],[3],[4],[5]. Brudet eo evit e eoul olivez, e geuzioù, e gilhevardon, ge bizzaioù, e doazennoù, e winoù, e frouezh hag e zibennoù-pred dreist-holl. En holl ez eus ouzhpenn 5300 produ italian.
Hollvrudet eo ar pizzeriaoù, ar pretioù a servij pizzaoù ha meuzioù italian all, dre ar bed a-bezh.
E miz Kerzu 2025 eo bet disklêriet keginerezh Italia a-bezh glad bedel gant an UNESCO.
Ar pred italian
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Setu penaos e vez rannet ur pred italian hengounel :
- Aperitivo : un evaj, dreist-holl ur werennad gwin, ur c'hoktel pe ur banne spritz gant stuzzichini (boued-polikan) pe kilhevardon.
- Antipasti : digor-pred.
- Primo : meur kentañ, alies toazennoù :
- Secondo, pennveuz, kig pe besked servijet gant un contorno (legumaj poaz pe e saladenn),
- Formaggio, keuzioù,
- Dolce, an dibenn-pred, gwastell pe frouezh (frutta) pe an daou (ar frouezh evit echuiñ),
- Caffè espresso, ur banne kafe espresso ha/pe ur banne liquore (likor).
Un nebeud meuzioù brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An eoul olivez zo un aozenn diazez e keginerezh Italia. Tomatez ha kalz legumaj all a gaver ivez, louzeier evel ar bazilik, ha safron implijet evel temz. Kalz hiliennoù zo ivez, evel ar chaous giz Bologna hag ar pesto. Pinvidik eo an hevlezouriezh-se abalamour d'ar rannvroioù a ya d'ober Italia.
Un nebeud meuzioù brudet :
- ar bara
- ar panino, ur seurt sandwich
- ar pizza evel pizza giz Naplez
- ar polenta, yod maiz
- ar saladenn Caesar, ijinet gant un Italian er Stadoù-Unanet
- an trufenn, ur c'habell-touseg implijet er geginerezh
- morzhed-ho'ch Parma
- ar vmortadella, ur seurt saosison vras
- ar risotto, ur meuz graet gant riz
- ar skalopenn giz Milano (cotoletta alla milanese), ur skalopenn palet ha fritet, debret gant legumaj pe saladenn, chug suraval diouzh an dro, met morse gant spaghetti pe fritez. Ar skalopenn giz Bologna (cotoletta alla bolognese ) a zo us stumm all. Palet eo ivez, fritet ha goude goloet gant morzhed-hoc'h, parmezan rasklet hag a-wechoù trufenn, hag asfritet er baelon gant bouilhoñs.
- an osso buco, ur geusteurenn kig-leue
- ar salami, ur saosison
- ar minestrone, etre ar soubenn hag ar geusteurenn legumaj
An toazennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kantadoù a doazennoù disheñvel a zo en Italia. Ur meuz ret eus keginerezh Italia int. Setu un nebeut skouerioù :
- toazennoù hir evel ar spaghetti hag an tagliatelle
- toazennoù berr evel ar penne hag ar rigatoni
- toazennoù farset evel an tortellini, ar ravioli, ar cannelloni
- toazennoù plat evel al lazagn, poazhet er forn peurliesañ
- ar gnocchi, toazennoù avaloù-douar
Kigoù, legumaj, louzeier hag all, ha hiliennoù a bep seurt a ya ganto, en o zouez an hilienn domatez a gaver alies-mat gant an toazennoù giz Italia.
Ar c'heuzioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ar parmigiano Reggiano pe parmezan, un anvadur orin gwarezet (AOG) a zo gantañ
- ar mozzarella produet e Campania hag e Puglia
- ar burrata produet e Puglia
- ar gorgonzola
- ar ricotta
- an toma (Traoñienn Aosta, Piemonte, Lombardia, Basilicata ha Calabria)
An dibennoù-pred hag ar pasterezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ar gelati, an diennoù-skorn
- ar panna cotta
- ar c'hcornetto, da lavaret eo ar gornegenn
- ar gwastilli :
- an tiramisu
- ar panettone, ur wastell Nedeleg
- ar berlingozzo, ur wastell debret da vare Meurlarjez
An evajoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ar banne kafe espresso, lungo ha cappuccino.
- ar c'hchianti, gwin brudetañ ar vro, produet e Toskana
- ar prosecco, ur gwin gwenn bouilhus
- ar lambrusco, ur gwin ruz bouilhus produet e Modena
- likorioù evel al limocello (ul likor suraval), ar grappa hag an amaro
- ar Martini, ar Vermouth, ar c'hCampari, brudet evit ober kokteloù
Pennadoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Classement Sondage Cuisine Européenne 2010. La cuisine italienne, meilleure cuisine d'Europe ?.
- ↑ Classement Sondage Cuisine européenne 2012. Classement cuisine italienne en Europe.
- ↑ https://www.ouest-france.fr/leditiondusoir/data/47020/reader/reader.html#!preferred/1/package/47020/pub/68198/page/9/
- ↑ La gastronomie italienne maintient sa suprematie
- ↑ Pourquoi la cuisine italienne a tant de succès ?