Mont d’an endalc’had

Kappadokia

Eus Wikipedia
Azia-Vihanañ da vare ar C'hresianed hag ar Romaned

Kappadokia (skivet Kapadokia ivez[1], ha Kapados[2], Καππαδοκία e gresianeg, Cappadocia e latin, Kapadokya e turkeg ha Kapadovkia (Կապադովկիա) en armenianeg), zo ur vro istorel e Turkia. Goude bezañ bet ur rouantelezh e teuas da vezañ ur broviñs en Impalaeriezh roman hag a zo hiziv e-kreiz Anatolia, rannet etre proviñsoù Kayseri, Aksaray, Niğde ha Nevşehir hiziv-an-deiz.

Kappadokia a oa anavet evel bro Hatti e diwezh Oadvezh an arem, hag e Hattusa edo kreiz galloud an Hittited. Goude diskar Impalaeriezh an Hittited, ha degouezh ar Vouchkied sirian-ha-kappadokian, goude o faezhidigezh gant Kroissos, roue Lidia, er VIvet kantved, e oa renet ar vro gant brientinien a rae o annez e kestell hag a zalc'he ar beizanted er sklaverezh pe dost. Dont a reas da vezañ ul lodenn eus trede satrapiezh Persia er rannadur divizet gant Darius, met derc'hel a reas da vezañ renet gant he renerien. Hini ebet avat ne oa mestr war ar vro a-bezh ha dindan ar roue meur e oant holl war a seblant.

E -330 e teuas da vezañ dizalc'h dindan ar roue Ariarates Iañ a anavezas aotrouniezh Aleksandr Veur en un doare arouezius hag a ziazezas un dierniezh.

Dindan Ariarates IV e voe skoulmet an darempredoù kentañ gant Henroma. Dont a reas Kappadokia da vezañ kevredad ar Romaned a-enep ar Seleukided met trec'het e voe. Digeriñ a reas neuze ur prantad strafuilh ha mont a reas tierniezh Ariarates da get e-kerzh ar brezelioù a-enep rouantelezh Pontos. E -92 e voe argaset roue Pontos, Mithridates Eupator, en doa he c'hemeret, ha lakaet e voe Ariobarzane Iañ, lesanvet philoromaios (« Mignon ar Romaned ») war e dron gant ar Romaned. Goude se e harpas Kappadokia, pep hini d'e dro, Pompeius, Julius Caesar, Marcus Antonius hag Octavius er fin. E 17, da-heul droukc'hras he roue Arc'helaos, e voe staget ar vro ouzh an Impalaeriezh roman gant Tiberius. Dont a reas da vezañ ur broviñs impalaerel, ha staget e voe outi Pontos hag Armenia-Vihanañ.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. ↑ Frañsez Kervella (1947). Yezhadur bras ar brezhoneg. Brest : Al Liamm, 1976, §96, p. 62.
  2. ↑ Devri